Kommando krampouezh en ho servij

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 14 a viz Genver 2013
loupe


Savet zo bet ur strollad "kommando krampouezh" e skol Diwan Bro Roazhon. Un daouzek tad ha mamm bennak a ya d’ober anezhañ ha Gaëlle Ollivier he deus gwisket chupenn ar pennsoner. Lod zo mailhed war ar rozell c’hoazh, ha lod all zo o teskiñ fonnus peseurt mod doñvaat ar spanell.


Gallout a ra ar c’hommando kinnig galetez ha krampouezh lipous da-geñver ar festoù hag ar manifestadegoù aozet ganeoc’h. Gaëlle an hini eo a zegemer ar c’hinnigoù hag a sav ar rakprizioù : gaelle.ollivier333 chez orange.fr / 02 23 30 45 84.