Komz brezhoneg ouzh e vugale

26 a viz Du 2016
loupe

E miz Kerzu e vo aozet Skol an Emsav sadornvezhioù staj evit an dud o deus divizet skoliata o bugale en hentadoù divyezhek pe c’hoazh dre soubidigezh.

Ar programm zo bet savet diwar ezhommoù gwirion ar publik-se. Stajoù a seurt-se hor boa bet kinniget meur a wech abaoe 2010 ha berzh o doa graet bep tro. Se zo kaoz e faotfe deomp reiñ lañs en-dro d’an devezhioù labour-se e Roazhon, Sant-Maloù ha Sant-Ervlan evit kregiñ hag e lec’hioù all ivez ma vez ur goulenn.

Abadenn kentañ e Roazhon ha Sant-Maloù ar Sadorn 3 a viz Kerzu, e Sant-Ervlan ar Sadorn 10 a viz Kerzu.

Titouroù : degemer chez skolanemsav.bzh 02 99 38 75 83