Koumanant Rue de la Nature

Gouzout hiroc’h war « Ar stal » 10 a viz Du 2011
loupe


Fellout a ra deoc’h skoazellañ skol Diwan Roazhon o prenañ produioù bio, reizh hag a galite ? Mat e vo ar c’hinnig-se deoc’h !
Un embregerezh eo Rue de la Nature. Krouet eo bet gant ar Frapna (Fédération Rhône-Alpes pour la Protection de la Nature) evit arc’hantaouiñ he raktresoù o werzhañ produioù doujus ouzh an endro.

Kaset e vo ur c’houmanant a-stroll d’ar 16 a viz Du 2011. 20% eus hollad ar gwerzhioù a yelo d’ar skol.

Boued, rikoù babigoù, desevel bugale, levrioù, sonerezh, DVD, livaj-dremm, dilhad, dafar evit an ti... War ar c’hatalog bet skignet er skol e c’hellit dibab ar produioù, pe war al lec’hienn web : www.ruedelanature.fr (klokoc’h a galz evit ar c’hatalog). Prizioù ar Biocoop eo wel-wazh.


Follenn koumanantiñ stag da gas asambles gant ar chekenn da Diwan Bro Roazhon (kombod Morin) – 31 bali Portugal – 35000 Roazhon, d’ar Meurzh 15 a viz Du 2011 d’an diwezhatañ. Pakad da gaout er skol tro an 9 a viz Kerzu (kadaranaet e vo an deiziad dre bostel).


Darempred : katellig chez yahoo.fr