Lañset eo ar Skoazell mod nevez : emvod kentañ d’an 9 a viz Kerzu

Gouzout hiroc’h war « Ar Skoazell » 25 a viz Du 2010


Sanset e oa emvod ar 16 a viz Du adlañsañ ar Skoazell. Un emvod krouiñ ur Skoazell nevez e oa bet benn ar fin kar ne oa ket anavezet izili ar Skoazell kozh hag ar statudoù oa da adkempenn un tamm mat.


Setu izili ar Skoazell mod nevez :

  • Véronique Aulnette, prezidantez
  • Kelig Auger, teñzorourez
  • Jean-François Travers, sekretour
  • Alexia Lavelle, dileuriadez ar CA
  • Nathalie Coquillon, dileuriadez ar CA
  • Jean Normand


Palioù ar Skoazell : brudañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg, buheziñ rouedad profourien ar skol, gounit arc’hant evit sikour skol Diwan Roazhon.


Emvod kentañ d’ar Yaou 9 a viz Kerzu, da 8e30 er skol, digor d’an holl. Deuit niverus !


Darempred : vero.jluc.aulnette chez free.fr

Deiziataer

  • Du

    • 7 - 23 Yaouank
    • 7 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 15 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Pablo / Adèle
    • 16 Liorzhañ e skol Gacet
    • 29 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Gacet : klas Fañch
  • Kerzu

    • 5 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 7 Liorzhañ e skol Gacet
    • 12 Emvod-meur ordinal e skol Gacet
    • 13 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Véronique
    • 17 Emvod implijidi
    • 20 Gwerzh levrioù e skol Gacet
  • Genver

    • 9 Gwerzh gwastilli ha levrioù e skol Keryann
    • 11 Liorzhañ e skol Gacet
    • 17 Gwerzh gwastilli e skol Gacet : klas Youenn
    • 24 Gouel Kalanna
    • 25 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh levrioù e skol Gacet