Lidiroa an distro !

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 21 a viz Meurzh 2011


E miz Here 2010 en doa paouezet bodad kehentiñ Diwan Bro Roazhon da embann Lidiroa, e lizher elektronek, evit lakaat muioc’h a nerzh e sevel hag amprouiñ lec’hienn web nevez ar skol. Goude 4 miz ha 2000 gweladenn (o tont eus 38 bro !), e seblant brav walc’h dazont al lec’hienn. Prest eo bodad ar c’hehentiñ da adlañsañ Lidiroa eta. Bep Lun e teuio maez Lidiroa hiviziken. Ar pennadoù nevez embannet war al lec’hienn vo kavet ennañ. Rit ket biloù ma ne resevit ket Lidiroa ul Lun bennak : ne vo ket bet embannet pennad nevez ebet a dalvezo kement-se.


Benn nebeut e vo aozet un emvod digor d’an holl gant bodad ar c’hehentiñ evit prederiañ a-stroll war an doareoù gwellañ da vrudañ hor skol, hol labour hag hor stourm. Ma’z oc’h intereset gant an tem-se, deuit e darempredg ganeomp benn ar 26 a viz Meurzh : katellig chez yahoo.fr

Deiziataer

  • Genver

    • 11 Gouel Kalanna
    • 19 Liorzhañ e skol Gacet
    • 26 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh gwastilli e skol Keryann
  • C’hwevrer

    • 2 Dorioù digor Diwan
    • Liorzhañ
    • Gwerzh gwastilli
  • Meurzh

    • 7 Gwerzh gwastilli e Keryann
    • 17 Forum Sevenadur e koc’hu Martenot
    • Dorioù Digor Diwan
    • 29 Gwerzh gwastilli e Blosn
  • Ebrel

    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 6 Liorzhañ er Blosn