Merc’hervezhioù miz Du 2015

Gouzout hiroc’h war « An dudi evit ar vugale » 25 a viz Here 2015
loupe


DU ! DU ! DU ! Merc’hervezhioù miz DU ? merc’hervezhioù DUdi !


Kavit amañ dindan roll ar merc’hervezhioù evit ar miz Du 2015 :

  • 04/11/2015 Gouel An Anaon


 Diwallit, diwallit mat, digor eo dorioù an Anaon,
 difoupet maez an dud vleiz, an tasmanted, sunerien goad ha kement zo !
 Deuit treuzwisket d’en em veskañ didrouz !
 

  • 18/11/2015 Deomp d’ober un tamm tro en Taupinais, da vont e darempred gant an Endro.


 Deskiñ doujañ deus an natur hag adimplij al lastezioù !
 http://www.ecocentre.rennes.fr/

  • 21/11/2015 Digoradur Yaouank er Muzikhall da 6e noz !


 Mil ganaouenn warn ugent zo bet desket gant ho pugale,
 Deuit d’o selaoù e Takad an Diskouezhadegoù e Sant-Jakez-al-Lann !
 Mont e-barzh digoust evit ho pugale, siwazh ne vo ket digoust evit an dud gour !
 Emgav da 5e goude-mern war al lec’h evit pleustriñ !!!
 Digor d’an holl vugale bet er Greizenn Dudi ar bloavezhioù kent !
 http://www.yaouank.com/yaouank/Programmation_2015.html


 


Kavit amañ da-heul eurvezhioù ur merc’hervezh reizh er greizenn Dudi :

  • Eur degemer ar vugale diouzh beure : 8e-8e45 (Prennet e vo an nor ha kroget ar stalioù da 9e)
  • Dont da gerat pe da gas ho pugale diouzh beure : 11e30-12e
  • Degas pe dont da gerat ho pugale goude mern : 1e30-2e
  • Dont da gerat ho pugale diouzh noz : 5e-6e30 (Prennet e vo an nor da 6e30)
  • Merc’hervezhioù miz ebrel 2014

    Goude daou verc’hervezh hepken e miz meurzh, unañ anezhañ a-varvailhoù gant Yann Bijer hag a oa deuet er skol da voemiñ… Lenn pelloc’h
    26 a viz Meurzh 2014
  • Merc’hervezhioù miz meurzh 2014

    Gant ar vakañsoù e tremeno buan miz meurzh, gant daou merc’hervezh hepken ! Bez e vo : 19/03 Lid Sant Patrig, Sant… Lenn pelloc’h
    17 a viz C’hwevrer 2014
  • Merc’hervezhioù miz c’hwevrer

    Na sifern, na waskennoù gant ar greizenn dudi ! Setu rollad merc’hervezhioù miz c’hwevrer : 05/02 Fardañ ha debriñ Krampouezh 12/02 Strobinelliñ strobinellus 19/02 Mirdi Breizh, ur sell ouzh Istor Breizh 26/02 Meurlajez ha… Lenn pelloc’h
    28 a viz Genver 2014
  • Miz genver 2014

    Tremen ’ra pep-hini vakañsoù mat ? Setu amañ titouroù ar merc’hervezhioù miz genver : 08 Galetenn ar rouaned 15 Kenderc’hel ar boulom erc’h 22 C’hoarioù engounel (La Jaupitre) 29 Echuiñ ar boulom erc’h Ken ar bloaz o tont !… Lenn pelloc’h
    23 a viz Kerzu 2013
  • keloù ar greizenn dudi

    Goude bezañ dibradet ez a ar greizenn dudi gant e hent. Goude kevalennoù frouezh -ar vugale, jug a-leiz en o blev -, gwastilhi, an amzer war e ziskar, ar rikladeg er Blizzzzzz e teu mareadoù erc’h ha gouel an Nedeleg. Diwar-vremañ ez eus… Lenn pelloc’h
    14 a viz Kerzu 2013
  • C’hoari a zo mat deoc’h ? Breizhit !

    Dont a ra gouel an Nedeleg. Yen an amzer. Yen a-walc’h da chom tal an tan. Breizhit neuze ! Ur c’hoari e… Lenn pelloc’h
    13 a viz Kerzu 2013