Merenn, diwallerezh, skoazell


  • Merenn
    Merkañ anvioù ar verennerien: bemdez da greisteiz e vez merket anvioù ar vugale a chom da verenn.
    Kaset e vez ar predoù gant kegin-greiz Kêr Roazhon, a zo e Beauregard.
    Eno e vez aozet 8000 pred bemdez hag a vez servijet en 48 predva-skol.
    Gwelout ar meuzioù servijet a c’haller ober e pajenn Ti-kêr Roazhon er Genrouedad.

    An diwallerezh
    Merkañ anvioù ar vugale: kement-se a vez graet gant ar vuhezourien (taolit evezh: keit ma vez ar vugale er porzh gant o zud emaint en diwallerezh). Gallout a rit goulenn gwelout kaier an diwallerezh.
    Holl familhoù ar skol a rank leuniañ ur follenn enskrivañ, ha pa ne chomfe o bugale nemet ur wech pe ziv en diwallerezh e-kerzh ar bloavezh-skol.
    D’an 20 a viz Gwengolo d’an diwezhatañ e ret kas ar follenn en-dro d’ar sekretourva.

    Skoazell d’ar skolidi
    Ar skoazell d’ar skolidi, a vez etre 4e15 ha 4e45, da Lun, Meurzh, ha Yaou. Graet eo evit ar vugale o devez bec’h gant danvezioù-skol zo. Poelladennoù a vez graet e strolladoù bihan.
    Da Wener e vez aozet strolladoù evit an holl adalek ar Re Grenn. Graet e vez sport, c’hoarioù, kan, c’hoariva. Bep tri miz e vez kemmet ar strolladoù.