Nevez ganet : pol teñzoriezh Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 8 a viz Mae 2011
loupe


Laouen omp o kemenn deoc’h ganedigezh pol teñzoriezh Diwan Bro Roazhon. 4 den a ya d’en ober : Ludovic ha Joëlle Goret, Myriam Thomas ha Marianne Duhamel. Myriam a resev al lizheroù (fakturennoù...) ha dasparzhañ anezho diouzh karg pep hini. Merañ a ra aozadur ar pol, sinañ ar chekennoù, kas an arc’hant d’an ti-bank. Ludovic ha Joëlle a ra war-dro ar gontouriezh (ebarzhañ ar fakturennoù bet ha savet er bilañs), a brient ar chekennoù hag a sav ar fakturennoù evit ar c’hantin ha me oar. Marianne a ver al lodenn sokial (goproù, dasparzh an eurvezhioù labour war ar bloavezh, ehanoù...).
Staliet zo bet ur voest-lizheroù en trepas, nepell diouzh kombodoù ar familhoù. Da lakaat enni : ar fakturennoù da resteurel, paeamant ar fakturennoù, profoù, goulennoù, klemmoù... Bemdez vez digoret kazimant. Ur postel zo bet krouet ivez : compta.diwan.roazhon chez free.fr

Deiziataer

  • Ebrel

    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
    • 27-28 Kendalc’h Rouedad Diwan
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
    • 18 Devezh familhoù e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 23 Kermes e Blosn
  • Gouere

    • 3 Merc’her an Thabor
    • 10 Merc’her an Thabor
    • 17 Merc’her an Thabor
    • 24 Merc’her an Thabor