Pelec’h ’mañ familhoù Diwan Roazhon o chom ?

Gouzout hiroc’h war « Kinnig skol Diwan Roazhon » 4 a viz Here 2011
loupe


War "roazhonaat" ez a poblañs ar skol. Un hanter eus ar skolidi a oa o chom e Roazhon un nebeud bloavezhioù zo. 57% a skolidi eus Roazhon zo bremañ, an darn vuiañ anezho o chom e karterioù su Roazhon, ha dreist-holl e karter ar Blosne. Evit broudañ ar c’henweturiñ, ar c’henbeloioù, ar pedibus e vez savet ur gartenn bep bloaz lec’h m’eo diskouezet pelec’hmañ familhoù Diwan Roazhon o chom. En trepas emañ skritellet ar gartenn-se, war an armel wenn. E burev ar skolaerien eo skritellet kontaktoù ar familhoù.

  • An eurioù

    Skol a vez d’al Lun ha d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener. Diwallerezh ar beure 7e45-8e35 Skol 8e45-11e30 (8e45-12e evit ar C’hentañ derez) Ehan kreisteiz 11e30-13e15 (12e-13e30… Lenn pelloc’h
    1añ a viz C’hwevrer 2016
  • Vakañsoù-skol 2011-2012

    An Hollsent adalek ar Sadorn 22 a viz Here betek ar Merc’her 2 a viz Du 2011 Nedeleg adalek ar Sadorn 17 a viz Kerzu 2011 betek ar Lun 2 a viz Genver 2012 Goañv adalek ar Sadorn 11 betek ar… Lenn pelloc’h
    eil a viz Here 2011
  • Ar c’helaouiñ ar skol

    Boestoù an tiegezhioù : unan zo roet da bep tiegezh, enni e vez lakaet ar c’helc’hlizhiri ha paperoù a bep seurt. Al listenn elektronek : evit ma ne vo ket gwastet paper e vez klasket ober gant al listenn-skignañ elektronek ar muiañ ar gwellañ. Un… Lenn pelloc’h
    1añ a viz Here 2010