Plijadur en ti-feurm !

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 18 a viz Gwengolo 2013
loupe

Da-geñver ar festival Yaouankiz zo aozet, gant Diwan Bro Roazhon ha Div Yezh Bruz, ur c’hamp bihan e Bro Roazhon, eus an 28 d’an 30 a viz Here 2013, evit bugale 6-10 vloaz.

Kinnig ar prantad : Kinnig a reomp d’ar vugale tri devezh vakañs war ar maez, en ti-feurm marc’hegezh Le Ruée vers l’air, evit bevañ a-stroll, c’hoari, kanañ ha keginañ asambles, komz brezhoneg ha diskoachañ teñzorioù ar maezioù en diskar-amzer. Un digarez ivez da vevañ kichen al loened-kezeg ha da anavezout gwelloc’h ar c’hezeg-tenn hag o flas e buhez an atantoù gwechall.

Titouroù : Katell, 09 53 35 56 44, katellig chez yahoo.fr

Enskrivadennoù : Moullañ ha leuniañ ar follenn enskrivañ hag ar follenn yec’hed embannet war al lec’hienn-se : http://camps-breton-gallo.ubapar.org
Kas anezho asambles gant ar paeamant (chekenn 100€ war anv Diwan Bro Roazhon) da Gaëlle Chevert – 6 straed Sariette – 35580 Gwizien / Guichen

Deiziataer

  • Here

    • 19 Kig-ha-farz
  • Du

    • 7 - 23 Yaouank
    • 7 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 9 Liorzhañ e skol Gacet
    • 15 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Pablo / Adèle
    • 20 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Gacet : klas Fañch
  • Kerzu

    • 5 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 7 Liorzhañ e skol Gacet
    • 12 Emvod-meur ordinal e skol Gacet
    • 13 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Véronique
    • 17 Emvod implijidi
    • 20 Gwerzh levrioù e skol Gacet
  • Genver

    • 9 Gwerzh gwastilli ha levrioù e skol Keryann
    • 11 Liorzhañ e skol Gacet
    • 17 Gwerzh gwastilli e skol Gacet : klas Youenn
    • 24 Gouel Kalanna
    • 25 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh levrioù e skol Gacet