Raliesliv : Diwan Roazhon zo o sevel he skipailhoù !

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 16 a viz Mae 2011
loupe


Ur rali e brezhoneg a vo aozet da-geñver ar gouel « Un devezh e brezhoneg », d’ar Sadorn 21 a viz Mae, etre 1e30 ha 3e30.


Petra eo ar rali-se ? Un droiad war droad (meur a gant metr) eo, gant stalioù c’hoari a bep seurt a-hed-da-hed. Tud a bep oad a c’hello kemer perzh. Ar skipailh a-bezh pe ul lodenn anezhañ nemetken a grogo e-barzh ar c’hoarioù, gant ar pemp skiantoù !


Ar skipailhoù : E-barzh pep skipailh e vo ret kavout etre pemp den ha dek den. En-o-zouez e vo un den en oad d’an nebeutañ (kar unan ag ar vugale), ha meur a vrezhoneger (bugale skoliataet e hentennoù divyezhek Bro Roazhon, adalek ar re grenn).


Ar stalioù c’hoari : Un degad stalioù a vo kavet, kement a lakaat da c’hoari div euriad-pad.


Ar vuhezourien : Gant buhezourien a-youl vat, brezhonegerien anezhe e vo graet war-dro ar stalioù : kerent, skolajidi, mignoned ar brezhoneg o devez c’hoant d’ober bourrapl e brezhoneg e kêr Roazhon.


Enskrivadennoù : Evit kemer perzh e skipailh(où) Diwan Roazhon, lakait ho anv war ar skritell bet lakaet en trepas pe kasit ur mail da katellig chez yahoo.fr, d’ar Gwener 20 diouzh beure d’an diwezhatañ.