Redadeg 2014 e Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 29 a viz Genver 2014
loupe


Ar Redadeg e Roazhon : 3 raktres war ar stern
1. Un diskouezadeg 500 poltred brezhonegerien e Bro Roazhon (kinniget war ur voger 30 metrad hirder pad sizhunvezh ar Redadeg). 243 poltred zo bet dastumet hiziv an deiz (gwelet anezho war www.ar-redadeg.org). Kredapl ’teuio poltredourien da welet ac’hanoc’h en deizioù o tont ma oarit brezhoneg. Deuit e darempred ganeomp ma fell deoc’h sikour ac’hanomp da zastum poltredoù e Roazhon hag e pep lec’h e Breizh.
 


2. Ur fest plasenn an ti-kêr devezh loc’hañ ar Redadeg e Montroulez, d’ar Sadorn 24 a viz Mae etre 4e hag 8e. War ar roll : sevel an diskouezadeg poltredoù « 500 brezhonegerien e Bro Roazhon », duplex war-eeun gant Montroulez lusket gant komedianed ar strollad "Barzhanoff is not dead", redadegigoù dre skipailh (gant seier, bounterezhioù, troterezhioù, doare misemel, strobet...), kadorioù sonerezh evit diskoachañ an unyezher diwezhañ, abadenn filmañ ul lipdub, leurenn digor, boued lipous ha tavarn...
 


3. Tremen ar Redadeg e Roazhon d’al Lun 26 a viz Mae etre 4e50 ha 5e40 (hopala !), ar pal bodañ 100 reder evit debriñ lein asambles war blasenn an ti-gar da 5e40 diouzh beure.


Da ouzout hiroc’h kit e darempred gant : katellig chez yahoo.fr