Redadeg 2020
Petra eo ar Redadeg ?
Ur redadeg a-eilek e-pad 2020 km eo ar Redadeg. Bep eil bloaz e vez aozet, abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud noz ha deiz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo, a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha startijenn ganti ! Eus Karaez e loc’ho d’ar 15 a viz Mae hag e Gwengamp e tegouezho d’an 23 a viz Mae. Festoù liesliv a vo aozet a-hed an hentad gant skipailhoù lec’hel.
E Roazhon
Ar redadeg a vo trezhiañ e Roazhon ar Yaou 21 a viz Mae tro-dro 7e.