Redadeg : ar festoù e Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 15 a viz Mae 2014
loupe


Petra eo ar Redadeg ?
Ur redadeg a-eilek e-pad 1500 km eo ar Redadeg. Bep eil bloaz e vez aozet, abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud noz ha deiz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo, a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha startijenn ganti ! Eus Montroulez e loc’ho d’ar 24 a viz Mae hag e Groñvel e tegouezho d’an 31 a viz Mae. Festoù liesliv a vo aozet a-hed an hentad gant skipailhoù lec’hel.

Ar festoù e Roazhon
Sadorn 24 a viz Mae, 4e-8e noz, plasenn an ti-kêr

Un abardaevezh evit farsal redek ha c’hoari e brezhoneg gant ho pugale, ho tud pe ho mignoned :

  • c’hoari An unyezher diwezhañ
  • redadegigoù diroll
  • kilometr kentañ e duplex gant Montroulez gant ar strollad Barzhanoff is not dead
  • c’hoarioù hengounel berdinguettes ha bazh-yod gant La Jaupitre
  • sevel a-stroll an diskouezadeg poltredoù "Brezhoneg, yezh vev e Roazhon : 500 poltred"
  • filmañ al lipdub "Laouen / Happy"
  • krampouezh lipous ha tavarn...


Lun 26 a viz Mae, 4e40-7e beure, plasenn ar Maezioù Frank
Sav-heol gant ar Redadeg

  • Deuit da redek ! : KM 321 betek KM333 (straed Sant-Malou, Hôtel Dieu, plasenn Hoche, ti-kêr, Charlez ar Gall, Sarah Bernardt, Sant-Jakez-al-Lann...)
  • 5e30 : kafe ha bara chokolad profet d’ar rederien, plasenn ar Maezioù Frank
  • diskouezadeg poltredoù war blasenn ar Maezioù Frank


Ur STAND kelaouiñ ha gwerzhañ rochedoù vo aozet gant ar skipailh lec’hel d’ar Sadorn 19 a viz Ebrel e marc’had al Lisoù.


Darempred
Mediaoù : Fabrice Cadou, fabcadou2 chez yahoo.fr
Tud a-youl vat (evit reiñ an dorn) : Katell Chantreau, katellig chez yahoo.fr