Redadeg D-5 : ouzhpenn 1200 km zo bet gwerzhet !

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 6 a viz Mae 2012
loupe


Emañ ar Redadeg o tostaat buan. 300 km a chom da werzhañ. Familhoù, strolladoù mignoned, skolioù, klasoù, kevredigezhioù, dilennidi, tiez-kêr, embregerezhioù, sindikadoù... an holl war ar pont !!!


An 10 kilometr bet prenet a-drugarez da brofoù kerent Diwan Bro Roazhon a vo redet kostez Bruz, d’ar Meurzh 15 a viz Mae, adalek 5e30. Ar rederien a c’hello mont kuit asambles eus ar skol goude tremen ar Redadeg e kreiz-kêr Roazhon.


Evit prenañ ur c\’hilometr.