Rouzig ha Louarnig

Gouzout hiroc’h war « An dudi evit ar vugale » 5 a viz Here 2014
loupe


Bep miz e teu ingal er maez gant ti embann "Keit vimp bev" div gelaouenn e brezhoneg evit ar vugale hag o zud.

  • Rouzig, evit ar re 2-5 bloaz
  • Louarnig evit ar re 5-7 bloaz


C’hoarioù, isotioù fentus hag all a vez kavet eno. Gant Rouzig e vez kinniget selaou enrolladennoù an istorioù e stumm mp3 war ar marc’had.


Kougnioù bep miz er vouest lizhiri : un doare all eo da vont e brezhoneg er gêr. Koumandantit eta !


Da ouzout hiroc’h : http://keit-vimp-bev.com/ pe 02 98 26 87 12

  • Merc’hervezhioù miz ebrel 2014

    Goude daou verc’hervezh hepken e miz meurzh, unañ anezhañ a-varvailhoù gant Yann Bijer hag a oa deuet er skol da voemiñ… Lenn pelloc’h
    26 a viz Meurzh 2014
  • Merc’hervezhioù miz meurzh 2014

    Gant ar vakañsoù e tremeno buan miz meurzh, gant daou merc’hervezh hepken ! Bez e vo : 19/03 Lid Sant Patrig, Sant… Lenn pelloc’h
    17 a viz C’hwevrer 2014
  • Merc’hervezhioù miz c’hwevrer

    Na sifern, na waskennoù gant ar greizenn dudi ! Setu rollad merc’hervezhioù miz c’hwevrer : 05/02 Fardañ ha debriñ Krampouezh 12/02 Strobinelliñ strobinellus 19/02 Mirdi Breizh, ur sell ouzh Istor Breizh 26/02 Meurlajez ha… Lenn pelloc’h
    28 a viz Genver 2014
  • Miz genver 2014

    Tremen ’ra pep-hini vakañsoù mat ? Setu amañ titouroù ar merc’hervezhioù miz genver : 08 Galetenn ar rouaned 15 Kenderc’hel ar boulom erc’h 22 C’hoarioù engounel (La Jaupitre) 29 Echuiñ ar boulom erc’h Ken ar bloaz o tont !… Lenn pelloc’h
    23 a viz Kerzu 2013
  • keloù ar greizenn dudi

    Goude bezañ dibradet ez a ar greizenn dudi gant e hent. Goude kevalennoù frouezh -ar vugale, jug a-leiz en o blev -, gwastilhi, an amzer war e ziskar, ar rikladeg er Blizzzzzz e teu mareadoù erc’h ha gouel an Nedeleg. Diwar-vremañ ez eus… Lenn pelloc’h
    14 a viz Kerzu 2013
  • C’hoari a zo mat deoc’h ? Breizhit !

    Dont a ra gouel an Nedeleg. Yen an amzer. Yen a-walc’h da chom tal an tan. Breizhit neuze ! Ur c’hoari e… Lenn pelloc’h
    13 a viz Kerzu 2013