Samaïn Fest evit skoazellañ Diwan Ar Meziaer

23 a viz Here 2012
loupe


D’ar Sadorn 27 a viz Here, adalek 5e30 abardaez, e vo aozet eil dalc’h Samaĩn Fest er Meziaer, gant kuzul skoazell Diwan Ar Meziaer. Ur roll a-feson evit an dud sot gant ar muzik metal hag evit ober anaoudegezh gant ar seurt muzik-se : Vulcain, Mass Murderers, Belenos, Huata, Hand of blood, Unturn, Hexecutor. 13€ eo priz an tikedoù rakprenet (samainfest chez gmail.com) / 15€ war al lec’h / en gwerzh er rouedadoù ticketnet & France billet. Tavarn ha stalioù boued war al lec’h.


Hervez an hengelted e veze rannet ar bloaz e div amzer : an amzer deñval hag an amzer sklaer. Devezh Samaïn a veze evito ar pennad-amzer etre ar bloavezh-kozh hag ar bloavezh-nevez. En nozvezh Samaïn e krede d’an dud e oa an anaon o tistreiñ en-dro da diez ar re vev. Setu perak e veze lezet an norioù damzigor, a-benn ober degemer-mat dezho. Lakaet e veze lutigoù war ar gwenodennoù evit heñchañ an anaon.

Deiziataer

  • Genver

    • 11 Gouel Kalanna
    • 19 Liorzhañ e skol Gacet
    • 26 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh gwastilli e skol Keryann
  • C’hwevrer

    • 2 Dorioù digor Diwan
    • Liorzhañ
    • Gwerzh gwastilli
  • Meurzh

    • 7 Gwerzh gwastilli e Keryann
    • 17 Forum Sevenadur e koc’hu Martenot
    • Dorioù Digor Diwan
    • 29 Gwerzh gwastilli e Blosn
  • Ebrel

    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 6 Liorzhañ er Blosn