Sav-Heol : romantoù evit al lennerien yaouank

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 8 a viz Here 2012
loupe


Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez embannet gant Sav Heol romantoù bihan evit al lennerien yaouank adalek ar CE1. Sonenrollet eo bet lod eus an istorioù-se ha lakaet war Internet : Ar mell irvinenn, Mammig zo droug enni, Yarig koantik, Kig mamout da goan. Ur benveg talvoudus e c’hell bezañ ar sonenrolladurioù-se evit sikour ar vugale da gompren gwelloc’h pezh vo lennet gante, dreist-holl ma’z eo ar wech kentañ dezho lenn romantoù brezhoneg.