Sine Yaouank 2010

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 3 a viz Du 2010
loupe


Sine Yaouank !
 
Asambles gant Skeudenn Bro Roazhon e kinnig deoc’h Gwagenn TV peder nozvezh gouestlet penn-da-benn d’ar c’hleweled e brezhoneg e meur a lec’h e Roazhon !
 
MEURZH 2 A VIZ DU
8e noz, 4bis (metro Charles de Gaulle)
Un dro-sell war ar c’hrouiñ filmoù e brezhoneg a-vremañ gant Daoulagad Breizh. Digoust - Istitlet
 
MERC’HER 3 A VIZ DU
8e noz, Ti ar c’hevredigezhioù (Ti tachenn Veurzh, metro Charles de Gaulle)
Ar Wagenn (Die Welle), film Dennis Gansel sevenet e 2008 ha bet lakaet e brezhoneg gant skipailh Dizale. 3€ - N’eo ket istitlet
 
YAOU 4 A VIZ DU
8e noz, Ty Anna Tavarn, plasenn Santez Anna (metro Santez Anna)
Nozvezh Gwagenn TV hag e vignoned ! Ur bern filmouigoù farsus, dedennus, fromus diwar-benn temoù a bep seurt evit diskouez pegen bev eo ar c’hleweled brezhonek a-vremañ ! Diskouezet e vo Yaouankiz Foll, ur film berr bet savet e brezhoneg gant brezhonegerien da vare gouel ar sinema e Douarnenez. Digoust - istitlet

GWENER 5 A VIZ DU
8e noz, tavarn Le Papier Timbré, straed Dinan (metro Santez Anna)
“Evel pesked er mor” gant Jean-Pierre Lyvinec ha “Silieg, ur veaj da vro warc’hoazh ?” gant Muriel Le Morvan : daou film tro-dro d’an ekologiezh. Digoust - Istitlet


 


YAOUANK : Teir sizhun evit klevet sonerezh Breizh ba Roazhon, eus ar 1añ d’an 22 a viz Du.


Roll klok : www.yaouank.com

Deiziataer

  • Ebrel

    • 7 Liorzhañ er Blosn
    • 12 Kuzul Skol
    • 13 Gwerzh gwastilli
    • 20 Gwerzh levrioù er Blosn
    • 24 Gwerzh gwastilli
  • Mae

    • 7 Redadeg e Roazhon
    • 18 Gwerzh gwastilli
    • 19 Dorioù digor Diwan
    • 25 40 vloaz DBR
    • 26 40 vloaz Diwan
  • Even

    • 9 Liorzhañ er Blosn
    • 21 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 30 Liorzhañ er Blosn
  • Gouere

    • 1 Liorzhañ er Blosn
    • 4 Merc’her an Thabor
    • 11 Merc’her an Thabor
    • 18 Merc’her an Thabor
    • 25 Merc’her an Thabor