Skolajiad e Diwan ? Bec’h deï !
D’ar Gwener 27 a viz Genver, da 6e30 e vo an emvod kelaouiñ war ar skolajoù Diwan. Digor eo d’an holl tadoù ha mammoù ha d’ar vugale adalek ar CE2 (Diwan ha klasoù divyezhek). Dont a raio tud eus skipailhoù skolajoù Naoned ha Gwened da ginnig mont en-dro ar skolajoù ha da respont d’ho koulennoù. Banne digor kalon ha predig profet gant bodad an diorren.
















