Skrivadeg 2011 : tro gentañ d’ar Sadorn 19 a viz Meurzh

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 14 a viz Meurzh 2011


Evel bep bloaz e vo dalc’het abadennoù Skrivadeg e pep korn eus Breizh ha pelloc’h c’hoazh memes. Un darvoud meur eo deuet da vezañ ar Skrivadeg a vloaz da vloaz, ha hi aozet gant tiez ar vro pe gant kevredigezhioù e karg eus ar c’helenn d’an dud deuet. Pedet e vo ar re a vo trec’h e pep korn bro da gemer perzh er Gourfenn rannvro. Skol Diwan Roazhon ’ni eo a zegemero ar Skrivadeg aozet e Bro Roazhon e 2011. Emgav d’ar Sadorn 19 a viz Meurzh, da 2e, bali Portugal (Metro Italie).


Follenn enskrivañ da gas en-dro buan buan d’an aozerien, Skeudenn Bro Roazhon pe Skol an Emsav.