Staj brezhoneg d’ar 24-25 a viz Du e Konkored

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 13 a viz Du 2012
loupe


Ar re o deus desket brezhoneg un toullad bloavezhioù zo gant Skol an Emsav o deus dalc’het eñvorennoù kaer eus ar stajoù dibenn-sizhun a veze aozet div wech ar bloaz. Efedus evit mont war-raok gant ar brezhoneg hag evit ober anaoudegezh gant ur bern tud sichant. Ha kanañ, c’hoarzhin, dañsal, ha pakañ banneoù ivez... Nag a blijadur !


Setu ! D’ar Sadorn 24 ha Sul 25 a viz Du e vo aozet gant Skol an Emsav un dibenn-sizhunvezh e brezhoneg e Konkored (bod&boued) e CPIE koad Breselien. War ar roll e vo : stalioù labour e brezhoneg, stalioù war ar c’han, pourmenadennoù, beilhadeg, ur film e brezhoneg... e berr gomzoù un dibenn-sizhunvezh diskuizh ha dudi e brezhoneg !


Tri live a vo : deraouidi, etre, barrek. Gallout a rit enskrivañ diouzhtu o pellgargañ ar follenn enskrivañ aze, hag a-raok ar 16 a viz Du dre ret. Degemeret e vo an dud d’ar Sadorn 24 da 9 eur ha kregiñ a raio da 10eur. Echu e vo ar staj d’ar Sul 25 tro 5 eur g.m. Priz : 95€ an dibenn-sizhun klok / 65€ evit ar studierien, tud dilabour, goproù izel. Da ziwall : termenet eo an niver a blas.