« Tik-Tak-Boum » ar strollad c’hoariva !

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 13 a viz Du 2012
loupe


Sede anv an danevell bet savet gant skolidi CM2 gant Youenn o skolaer evit kenstrivadeg danevelloù saloñs levrioù Plugun. Istor ur strollad c’hoariva da vare ar Grenn-Amzer... deoc’h da lenn.


"An istor-se a erruas rak un istor gwir an hini eo evel-just, da vare ar Grennamzer. Den ne ouie resis pet den a veze o c’hoari da vat er strollad-se, abalamour d’an niver a dud o cheñch ingal, a-hed ar bloavezhioù o tremen.
Ar pezh a oa anat memestra e veze gwelet dalc’hmat en o zouez : ur stufer-tan, un banniker pe zaou, meur a c’hoarier-ouesk, farouelled ha furlukined, dremm-livourien evel-just, mui tud ampart-tre evit doñvaat loened. Al loened o doa ur plas mat e-barzh an abadennoù c’hoariva a veze kinniget d’o arvesterien.
Pa lavaran o arvesterien eo peogwir e veze boas an dud da zont ingal hag o tont deus pell, evit sellout ha selaou o abadennoù nevez ijinet. Perak e veze kement-se a dud entanet gant o fezhioù-c’hoari ? Abalamour d’an awen, d’ar spered fromus ha leun a fent war un dro. An istorioù kontet ha c’hoariet d’an dud a veze disheñvel d’ur wech d’eben hag e plijent kement d’an dud vras ha d’ar re vihan war ar memes tro.
Un dra c’hoazh, foetañ bro a blije d’ar strollad c’hoariva-se ! Dre ma ’z aent un tammig e pep lec’h, e oant kustum ivez da zibunañ o zestennoù ha da c’hoari e brezhoneg, galleg hag e saozneg ivez. Na pegen mat e oa ! Alies etre Brest ha Naoned, Pariz, Londrez pe Roma...
Ur wech en em gavas ar strollad e Kreiz-Breizh hag arabat disoñjal e oamp da vare ar Grennamzer. Setu penaos e voe bodet ar skipailh arzourien war blasenn ur bourk mod kozh evel-just. Ne oa den ebet o c’hortoz anezho ha koulskoude e oa bet graet bruderezh e-leizh ha kalz en a-raok. A-greiz-holl e voe gwelet ur plac’h vihan, dirazo e-kreiz ar straed, o tisplegañ e oa bet bodet holl dud ar bourk e-barzh kastell an aotrou Kêr-fri-Furch. An aotrou-se ne oa ket c’hwezhet anezhañ na lorc’hus e mod ebet.
E gwirionez e oa bet graet ur souezhadenn d’ar strollad hag a-ratozh-kaer ouzhpenn. An aotrou Kêr-Fri-Furch en doa goulennet an aotre da gemer perzh en abadenn a oa o vont da vezañ c’hoariet, gwisket gant e houarnwisk, da lavaret eo evel ur marc’heg !
Nag a souezhadennoù memestra, nag a anken ivez... Goude an abadenn-mañ e voe pedet bep bloaz ar strollad, evit gallout kenderc’hel da c’hoari e-barzh kastell an aotrou Kêr-Fri-Furch.
E-giz-se e voe gwelet e-pad pell pell an arzourien-se o kantreal e-kreiz ar vro, o c’hirri gant kezeg leun a ginkladurioù c’hoariva, loened ha dreist-holl leun a levenez..."