Tombola

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 23 a viz Meurzh 2018
loupe

Karnedoù bilhedi evit an tombola a zo erruet ar sizhunvezh-mañ.
An tombola-mañ a vez aozet gant Diwan hag an arc’hant rastellet a servij da arc’hantaouiñ ar skolioù.
Daou c’harned dek bilhed a vez roet da bep bugel hag unan ouzhpenn da bep bugel a-gresk er familh. Gwerzhet e vezont d’an amezeien, kerent, evit an 15 a viz Mae.
Un doare all eo ivez da reiñ da anavezout ar skol ha da skoazellañ ar rouedad.
Trugarez evit ho sikour!