Tombola Diwan !

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 5 a viz Ebrel 2019
loupe

Un institusion eo deuet tombola Diwan da vezañ. Gant aon e vez gortozet gant lod zo, ha gant levenez gant lod all ! Ur seurt tailh dispac’hel evit sikour Diwan da greskiñ ha degas un nebeud gwenneien d’ar skolioù. Ne chom nemet un nebeud devezhioù evit gwerzhañ pe prenañ tikidi. Trugarez d’ar familhoù da zegas d’ar skol seulennoù ar c’harnedoù hag an arc’hant e fin miz Mae d’an diwezhatañ. Karnedoù a chom evit ar re a vefe kontant da werzhañ ur c’harned pe daou ouzhpenn. Mont e darempred ganeomp.

  • Tombola

    Karnedoù bilhedi evit an tombola a zo erruet ar sizhunvezh-mañ. An tombola-mañ a vez aozet gant Diwan hag an arc’hant rastellet a servij da arc’hantaouiñ ar skolioù. Daou c’harned dek bilhed a vez roet da bep bugel hag unan ouzhpenn da bep bugel… Lenn pelloc’h
    18 a viz Meurzh 2019
  • Lidiroa an distro !

    Paouezet en doa bodad kehentiñ Diwan Bro Roazhon da embann Lidiroa, e lizher elektronek. Prest eo bodad ar c’hehentiñ da adlañsañ Lidiroa eta. Benn nebeut e vo aozet un emvod digor d’an holl gant bodad ar c’hehentiñ evit prederiañ a-stroll war an… Lenn pelloc’h
    1añ a viz Meurzh 2019
  • Bodad al liorzhañ o c’hoari gant an delioù sec’h

    Delioù brav, delioù sec’h, delioù an diskar amzer O kouezhañ tro ha tro evit mont da foetañ bro... Setu ar pezh a… Lenn pelloc’h
    14 a viz Du 2018