Troc’hañ, troc’hañ, drailhañ, drailhañ...

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 3 a viz Ebrel 2011
loupe


Benoît, Antoine, Joëlle, Fabrice, Gurwant, Julien, Gérald eus bodad al liorzhañ a oa en em vodet disadorn evit krennañ ar bodennoù. Troc’hañ, troc’hañ, drailhañ, drailhañ... Mat da c’hoût : warlene e oa bet prenet an drailherez gant ar skol, gant skoazell Meurgêr Roazhon. Pa ne vez ket implijet gant bodad al liorzhañ e c’hell an draillherez bezañ amprestet gant kerent ar skol pe gant izili ar Skoazell ouzh ur skodenn-prof bloaziek a 15€. Darempred : Fabrice Véronneau, zzzazzz chez gmail.com


Ur pred e ti Mai Glazioù dindan bannoù tener an heol zo bet aozet war ar prim goude ar mintinvezh liorzhañ. Ur blijadur.