Ul lec’hienn web nevez evit Skol Diwan Roazhon

3 a viz Du 2010
loupe


Ul lec’hienn web oa bet savet dija un nebeud bloavezhioù zo met tamm-ha-tamm e oa aet da get. Koulskoude e soñje deomp e vefe ekstra kaout ul lec’hienn vrav evit skignañ ar c’heleier e-touez ar familhoù, brudañ an traoù a vez graet er c’hlasoù a-hed ar bloaz ha brudañ gwelloc’h hor skol ha Diwan er bed a-bezh. Setu, graet eo ! Fabrice Véronneau ha Katell Chantreau o deus labouret war ar raktres-se : eñ war ar sevel teknik ha grafik ha hi war ar skridaozañ. Deoc’h-c’hwi bremañ da labourat, da lenn pizh ar pennadoù ha da amprouiñ al lec’hienn, ha da gas ho evezhiadennoù evit ma c’hellfemp gwellaat danvez al lec’hienn ha skarzhañ ar bugoù tamm-ha-tamm (atav e vez ur bern er penn-kentañ !). Deoc’h da c’hoût : savet eo bet al lec’hienn-se gant SPIP, ur meizant frank evit sevel ha merañ lec’hiennoù web, ur benveg digoust evit servijout an holl.