Ul levr e Brezhoneg mar plich !

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 15 a viz Kerzu 2013
loupe


Da reiñ skoaz d’an embann ha d’al levrioù e brezhoneg evit ar vugale emañ Diwan Bro Roazhon gant ar strollad « Ul levr e Brezhoneg mar plich ».


Eeun eo ar c’hoari : d’an dañvez skrivagnerien hag skeudennaouerien da ginnig raktresoù nevez d’ar strollad. Diwar an holl raktresoù kinniget d’ar strollad e vo dilennet unañ evit bep kelc’hiad skol da vezañ embannet ha skignet er skolioù hag en tiadoù warlec’h.



Ret eo d’ar skrivagnerien kas ho raktresoù deomp a-barzh d’an 11 a viz ebrel 2014.


Kavout a reoc’h reolennadeg ha teuliad amañ pe e stumm "pdf" dindan.


Ur c’henemglev kenetre skolioù Div Yezh zo, Dihun Breizh ha Diwan Bro Roazhon eo ar strollad « Ul levr e Brezhoneg mar plich ».