Un devezh sport e Dinan

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 7 a viz Gouere 2011
loupe


D’ar Gwener 10 a viz Even e oa bet tri c’harr-boutin o loc’hañ eus skol Diwan Roazhon. En o bourzh holl vugale ar skol, ar skipailh pedagogel hag un toullad kerent. Goude un tamm tro evit mont da gerc’hat kamaraded Ar Meziaer int bet degemeret e skol Diwan Dinan. War ar roll : sportoù, c’hoarioù ha pred e ti Mai glazioù dindan bannoù an heol. Bennozh Doue d’ar gerent o deus ambrouget ar vugale ha d’ar skolaerien o deus ijinet hag aozet an devezh kaer-se.