Un dibunadeg fromus

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 17 a viz Ebrel 2011
loupe


Ur moread a dadoù ha mammoù oa deuet d’ar Gwener 8 a viz Ebrel evit ambrougañ bugale skol Diwan Roazhon dre straedoù ar c’harter. Ken stank hag ar vugale e oant kazimant ha n’int ket bet dipitet gant ar veaj laouen-se : perkusionoù Brazil ar batucada gant ar re CE2-CM2, perkursionoù korf ha sonennoù brazilian gant ar re vras, ar re CP hag ar re CE1, ha gwiskamantoù flamm-flimin gant ar re vihan hag ar re grenn, ha pep tra dindan bannoù skedus an heol. Bennozh Doue d’an daou vuhezour war ar sonerezh, Séverine ha Mickaël, ha d’ar skolaerien o deus douget ar raktres brav-se. D’ar Sadorn 21 a viz Mae e vo kinniget en-dro an abadenn, da geñver Devezh ar brezhoneg, plasenn an ti-kêr e Roazhon. Ar vugale vrasañ o kinnig un ton butacada da vugale skol Sant Armel a weler war ar skeudenn stag.