Ur c’huzul skoazell evit Diwan Roazhon ?

Gouzout hiroc’h war « Ar Skoazell » 4 a viz Du 2010
loupe


Véronique Aulnette an distro ! Goude ur bloavezh sabbatek e kinnig deoc’h bet prezidantez Diwan Roazhon kemer perzh en emvod reiñ lañs da Guzul skoazell Diwan Roazhon. Setu al lizher bet kaset ganti :


Bet oc’h, met n’oc’h ket ken
tad pe mamm d’ur bugel e Skol Diwan ?


DEUIT ‘TA DA REIÑ SKOAZ DA SKOL DIWAN ROAZHON !

  • Nevez-flamm : adlañset e vo kuzul skoazell Skol Diwan Roazhon.
  • Piv a c’hall kemer perzh ? An holl vignoned ha pep hini ac’hanoc’h. Kement hini a zo tomm ouzh ar brezhoneg ha troet gant Diwan.
  • Petra eo labour ar c’huzul skoazell da Diwan Roazhon ? Aozañ an oberererezh da skoazellañ skol Diwan Roazhon ha da vrudañ Diwan e-touez an tiegezhioù, an dilennidi, hag ar re all. Sikour Diwan da greskiñ mat.
  • Perak adlañsañ kuzul skoazell Diwan Roazhon ? Evit disammañ tud ar skol, ma c’hallo tud Diwan Roazhon kaout amzer d’ober gwelloc’h war-dro ar skol, ar 120 skoliad hag an 13 den gopret.


Kuzul skoazell Diwan Roazhon zo un aozadur emren ha distag diouzh ar gevredigezh Diwan Bro Roazhon.


EMVOD ADLANSAN AR C’HUZUL SKOAZELL
D’AR MEURZH 16 A VIZ DU
da 8e30 da noz e Skol Diwan, 31 bali Portugal e Roazhon


Bezit niverus : ezhomm zo ac’hanoc’h da reiñ startijenn ha mennozhioù fresk evit kas ar skol hag ar yezh war-raok.
 
Véronique Aulnette
Mamm da vugale bet e Diwan Roazhon
Bet prezidantez Diwan Roazhon
Bet teñzorerez Diwan Roazhon
Danvez-ezel er C’huzul-Skoazell
vero.jluc.aulnette chez free.fr
06 84 11 98 57a