Ur prof da zDiwan

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar gevredigezh » 17 a viz Kerzu 2016
loupe


E miz Kerzu 2016, ez eo Diwan Bro Roazhon :

  • - ur skol 162 bugel anezhi,
  • - un eil klas en adskol e karter Keryann e Roazhon,
  • - ur greizenn dudi a zo e darempred stank gant ar c’harter, Kêr Roazhon hag lec’hioù pelloc’h c’hoazh.


Tamm-ha-tamm ez a e vragoù da yann, ha tamm-ha-tamm ez eomp war vrasaat neuze. Gwell a se d’ar vugale eta !


Diwan Bro Raozhon a zeu diwar youl ar skolaerien ha tud ar bugale, da gas bemdez pelloc’h palioù Diwan ha sevenadur Breizh dre rakrtesoù nevez evel raktres an adskol e hanternoz Roazhon pe reiñ bod d’ar strollad c’hoariva Strollad ar vro bagan e-touesk kalz a raktresoù all.


N’eo ket nebeud a dra, ar youl, ar bec’h hag an an arc’hant a lakaomp da lakaat ar maner da c’hoari.


En tu all da kemend-mañ, da dremen hebioù d’ar merañ-rik, ha lakaat da wir ar raktresoù nevez hag an diorren ez eus ezhomm eus arc’hant ar brofourien. Ar profoù a zo dalc’h an diorren !


Kalonekaat a reont an dud a youl vat klasig ivez.


Reiñ a reomp deoc’h da ouzout ez eus tu deoc’h kaout un distaol a 66% diwar ho talioù dindan 20% eus ho goproù. N’eo kousto deoc’h nemed 30€ en gwirionez pa roit 100€. N’eo kousto deoc’h nemed 300€ en gwirionez pa roit 1000€. Pred eo d’ober neuze eta !


Kavout a reoc’h dindan ur folenn da gas deomp en-dro gant ho chekenn. Tu zo deoc’h reiñ deomp war eeun enlinenn dre amañ.


Evezhiadenn: Pedet e vo ar 5 profourien pennañ da zont d’an abadenn Kig-ha-farz. Deoc’h da brofañ eta.


Diwan Bro Roazhon.