Ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen
Adlañset eo ar gevredigezh Skolaj Diwan 35 evit krouiñ ur skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen, e Gwipri/Mezieg e miz Gwengolo 2020.
Un emvod kelaouiñ vo aozet e skol Diwan Roazhon, 31 bali Portugal, d’ar Gwener 26 a viz Ebrel da 7e noz.
Evit kas ar raktres-se da benn zo ezhomm nerzh an holl dud dedennet gant ar skoliata brezhonek dre soubidigezh.