Vakansoù en ti-feurm e brezhoneg da vare an Hollsent

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 27 a viz Gwengolo 2012
loupe


Ur c’hamp vakañs e brezhoneg e Bro Roazhon ? Abaoe pell hor boa hunvreet ennañ... Diwan Bro Roazhon, Div Yezh Bruz ha Kelc’h keltiek Roazhon zo en em vodet evit ma teufe an hunvre-se da wir. Gante e vo kinniget ur c’hamp bihan d’ar vugale 6-9 bloaz e ti-feurm ar 5 skiant e Guipry (40 km e su Roazhon), eus al Lun 29 d’ar Merc’her 31 a viz Here.


Kinnig ar prantad vakañs : Abaoe 15 vloaz emañ Jean-Michel ha Philippe o labourat e ti-feurm ar 5 skiant e Guipry. Desevel loened (yêr, lapined, moc’h, deñved, ezen...), produiñ an ed zo ezhomm evit o bouetañ, fardañ bara, ha degemer bugale : setu pezh a blij dezho. Difenn a reont ur mod labour-douar emren ha doujus ouzh an natur. Kinnig a reomp d’ar vugale tri devezh vakañs en ti-feurm-se evit bevañ a-stroll, c’hoari, kanañ ha keginañ asambles, hag evit komz brezhoneg. Sur ha n’eo ket marteze e ouezimp tennañ gounid eus an dachenn binvidik-se...


Enskrivadennoù : Moullañ ha leuniañ ar follenn enskrivañ hag ar follenn yec’hed stag ouzh ar pennad-mañ, ha kas anezho asambles gant ar paeamant (chekenn 95€ war anv Diwan Bro Roazhon) da :
Kamp Plijadur en ti-feurm – Cercle celtique - Ferme de la harpe - Avenue Charles Tillon - 35 000 Roazhon

Deiziataer

  • Meurzh

    • 22 Gwerzh gwastilli e skol Gacet ha dorioù digor
    • 23 Dorioù digor Diwan
    • 29 Kwiz e brezhoneg gant SAE
  • Ebrel

    • 1 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 2 Emvod implijidi - Emvod-meur dreist-ordinal
    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 5 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon