Yezhoù Breizh ba Ille et Bio

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 30 a viz Gwengolo 2011
loupe


Perzh a gemero ar c’hollectif « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d’ar 7, 8, 9 a viz Here 2011. War Hent an Douar e vo staliet er bloaz-mañ, kichen an ti-feurm.


War ar roll e 2011 :

  • c’hoarioù evit dizoleiñ ar gallaoueg (d’ar Gwener, evit ar skolidi, mirout en a-raok dre ret)
  • rimadelloù ha c’hoarioù bizied evit ar gerent hag ar vugale vihan (d’ar Sadorn da 11e ha 4e)
  • ur prantad tañva d’ar brezhoneg evit an dud deuet (d’ar Sadorn da 3e ha d’ar Sul da 2e)
  • la roue du heq, ur c’hoari evit dizoleiñ ar gallaoueg gant ho familh (d’ar Sadorn da 4e30 ha d’ar Sul da 4e)
  • hag evel kustum : ul lec’h titouriñ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg hag un daol evit livañ evit ar vugale.


Bodet zo un toullad kevredigezhioù oberiant war dachenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er c’hollectif « Cultivons nos langues » : Div Yezh Bro Roazhon, Div Yezh Bruz, Diwan Bro Roazhon, Diwan Ar Meziaer, Divskouarn, Bertaeyn Galeizz, Dihun Breizh, UBAPAR, Skol an Emsav. Fellout a ra dezho reiñ da weladennerien Ille et Bio danvez preder war liested ar yezhoù ha buhez ar yezhoù minorel e Breizh.


Darempred
Anne-Marie Pelhate
06.73.15.35.40
annemarie.pelhate chez gmail.com

Deiziataer

  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
    • 25 Dorioù digor
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 22 Kermes e Keryann
  • Gouere

    • 3 Merc’her an Thabor
    • 10 Merc’her an Thabor
    • 17 Merc’her an Thabor
    • 24 Merc’her an Thabor